Fil sans réponse

Notennoù a-zivout ar sturyezhañ.


Auteur Message
le : 24. 04. 2007 [02:31]
Yann-Ber TILLENON
Yann-Ber TILLENON
Inscrit depuis: 26.12.2006
Interventions: 182
KIS-275 – Notennoù a-zivout ar sturyezhañ.

(GE da GC – 28 07 83)

Kemmañ a ra ur yezh dre berzh strivoù ar yezherion da azasaat o lavar diouzh an amveziadoù ma reont gantañ.

Liesseurt an amveziadoù-se oc’h enderc’hel ar yezherion da azasaat o lavar :
– darvoudoù politikel ; selout da skouer pezh a c’hoarvez gant yezhoù an alouber hag an aloubed, yezh an aloubed o vont betek steuziañ ha yezh an alouber degemeret ha distreset gant an aloubed :
– dedroadurioù kevredadel ; diorreadur ar vuhez sevenadurel o treuzfurmiñ ar yezh ma c’hoarvez, steuziadur ar begennoù yezher o tisleberiñ ar yezh
– darvezadurioù armerzhel ; da skouer, levezon an amerikaneg war holl yezhoù ar bed ;
– diorreadur ar c’halvezerezh hag ar ouezoniezh ha, da heul, ar.reverzhioù er stuzegezhioù ha, dre se, er yezhoù.

Re alies, an doare da zezrevellañ ar c’hemmoù c’hoarvezout er yezhoù n’eo ket feal, rak ne lak ket war wel e c’hoarvez pep kemm dre ur striv a-berzh ar yezher da azasaat e lavar. An aloubed a striv da berc’hennañ yezh an alouber — houmañ ne sank ket ennañ dre nerzh evel ur c’hleze e-barzh ur peultrin. Mar bez destrizh, emañ e lec’h all.

Al lusked-diazez er c’hemmoù yezh eo enta an azasaat al lavar. Dav eo diouzhtu ober anv eus ul lusked all o tont da gevosodiñ gantañ, a rin anezhañ an damant d’ar yezh he-unan. Displegañ a ran dre un nebeut skouerioù. An divroer, troker yezh dre redi, zo gantañ al lusked kentañ en e varr : azasaat a ra e lavar dre erlec’hiañ ur yezh nevez ouzh e yezh ; e-se, koll damant d’e yezh. Heñveldra, ar brezhoneger o tiskleriañ : “ Paotred ar syndicat ’ni eo a ra grève ”, a striv a dra sur da azasaat e lavar hep damant ebet d’e yezh. Koulskoude ez eus un eskem a zamant d’ar brezhoneg o spurmantañ gant an hini a zistag : “ Ar sindikajoù ’ni eo [... ] ”. Un tamm brasoc’h evel just e vo an damant-se pa zougo ar yezher da lavarout : “ Ar c’hweluniadoù [...] ”.

Penaos ober meiz war an damant d’ar yezh ? Petore stign zo dezhañ ? Respont a ran : ar youl da zerc’hel ar yezh evel ur gevanenn. Ar youl-se a gavomp en emzalc’hioù a anavezomp, ken enebek hag ar re a arouezimp dre A ha B : A o koleziñ an teodyezhoù henvoazel rak eno hepken emañ ar yezh en he furm diles hag anterin (dreist-holl mar en em aviz da harpañ war dezennoù ar strukturelourion); B oc’h erbediñ atoriñ kement ger brezhonek testeniet abaoe an amzerioù koshañ, rak kevanenn ar yezh n’eo ket hepken diouzh ar vent kevadegel, met dreist-holl diouzh ar vent amzerel treadegel. Skiant kevanelezh ar yezh zo kevanek ouzh an emskiant yezher. he merzhout a reer gant tud al luskadoù yezhel, met ivez gant an den war ar straed : an hevelep kenvroiz o leuskel : “ Paotred ar syndicat ” a ray goap a-walc’h eus o c’henseurted pa zeuy ganto bommoù heñvel.

Skiant ar gevanelezh avat zo ur skiant dall ; diseurted an emzalc’hioù lusket ganti, hag o amoedigezh, a ziskouez e ranker mont donoc’h. Tro hor bo d’e ober, a gredan, dre an arselladenn-mañ : ar re a zegas nevezadoù er bed a zegas war un dro lavar nevez. Pa lavaran nevezadoù ez intentan : dizoloadennoù kalvezel, arlakadennoù a ouezoniezh, oberoù arz, luskadoù preder, testenioù kevrinel ha kravezel, h.a. Devoud all da notañ : n’eus koulz lavaret domani ebet ma na ve ket al lavar lec’h ha benveg an neveziñ — hag al lavar e furm ur yezh dibarek (lezomp a-gostez furmoù ’zo eus an arz evel ar sonerezh, al liverezh); notomp c’hoazh an dra-mañ : un wech c’hoarvezet an taol-neveziñ dre araez ur yezh dibarek, en em led d’an hollved dre ar yezhoù all : an neveziñ bed a vez bepred un neveziñ lavar hag un neveziñ yezhoù. Alese, ar furm glokañ a oufe kemer an damant d’al lavar eo an damant d’ur yezh evel lec’h ha beñveg an neveziñ bed e kement tachenn ’zo.

Un imbourc’her o tegouezhout gant ur meizad nevez a rank e zec’heriañ. E zec’heriañ a ra diwar-bouez ar reizhiad lavar a zo dec’heriadur ar reizhiad veizadoù ma eskor ar meizad nevez diouti. Ken ma vez ganet a-unan meizad nevez ha lavar nevez. Ken ma rank an imbourc’her labourat dizehan war yezh e labour. Berzh e labour da zont zo e dalc’h perzh e labour yezhel a vremañ.

Ur skouer pe ziv. Evit dec’heriañ ur meizad hiniennekaet gantañ e reas Freud gant Trieb. Da gevatal d’an termen-mañ e reas an aozerion saoz gant instinct. D’ar c’hentañ sell, e klote ar Sz. instinct gant an Al. Trieb ; an aozerion saoz avat a ziwele daou zevoud : a) e-kichen Trieb en doa an Al. ar c’henster Instinkt ; dre wiskañ war Trieb ur ster nevez e tigensterie Freud an daou dermen betek o c’hevenebiñ. Ken ma c’hoarvez diwar se mesk en arver ar Sz. instinct. Dre ul labour spisweloc’h war o yezh, ez eas an aozerion c’hall hebiou d’an trap : dee’heriañ a rejont meizad freudek an Trieb dre pulsion, ger diarver abaoe an 18t kantved. Ur skouer all tennet c’hoazh eus lavar ar bredelfennerezh. An termeñ alamañek a brederouriezh Vorstellung zo dezhañ da gevatal klasel gallek : représentation, termen amsteriek dija e yezh ar brederouriezh. En e arver freudek ez eo bet Vorstellung troet hep termal dre représentation gant an aozerion c’hall. Kudenn zo savet avat p ’o deus bet da dreiñ an termen freudek all. Vorstellungsrepräsentanz (Br. leuriadur derc’hadel) na c’halle bezañ e galleg resis nemet représentation *représentationnelle, termen gwall amsklaer, ouzhpenn ma oa ennañ un nevez-c’her o deus bepred ar brederourion kilet razan; a-benñ ar fin o deus degemeret ur furm hogos ken amjestr all da intent ha da embreger : représentant-représentation.

Ur splet a zo gant ar brezhoneg eo dont war an dachenn gefredel goude ar yezhoù all. En doare-se e c’hell merzhout an trapoù na hepkorjont ket atav hag o heuliañ dre un treug disi. Arabat diwelout koulskoude ne zeraou an avantur nemet ur wech degouezhet e penn an treug, eleze pa vez kefredourion (imbourc’herion, arzourion, prederourion, h.a.) o ren o buhez-kenderc’h e brezhoneg.

Bezañ bev evit ur yezh, eleze dougen an neveziñ istorel ha bezañ war neveziñ en ur ser, ne dorr ket pennaenn ar gevanelezh. Ar gevanenn ez eo neuze ar yezh ned eo na kloz na sonnet, ned eo kevanenn na diwar zilerc’hioù an tremened, na diwar zismantroù ar bremañ. Ur gevanenn digor eo, adderaouet bemdez dre zialusk an neveziñ.

Merkomp an dislavar a zo gant mennad dalc’herion ar yezh evel kevanenn diasavel (ha pa ve meizet houmañ ent kevadegel pe ent treadegel) : ar brezhoneg, emezo, a ra evel ar yezhoù all, bevañ diwar amprestoù. Anat eo ez eus, boutin d’an holl yezhoù, ur gennad graet a dermenoù etrevroadel ma vez eztaolet dreist-holl an imbourc’h gouiziel ha kalvezel. Hogen diren lec’hioù-kreskiñ ar yezh d’ar gennad-se zo kondaoniñ ar yezh d’ar marv dre ret en em astenno ar gennad etrevroadel betek diviañ ha disteurel ar peb-all (pezh a zo c’hoarvezet e gwir gant hon teodyezhoù henvoazel na oa da lec’h-kreskiñ enno nemet ar galleg amprestet — ha n’eus bet nemetañ da chom bev en dibenn). En eneb, mard eo ar gennad etrevroadel unan e-touez lec’hioù-krouiñ ar yezh, pell a vezañ ur viruzenn deheñveler, e sammo un arc’hwel diziouerus, a vo melezouriñ an nevezadoù diwanet er gennadoù all, o c’heinañ, o c’heveren etrezo ha gant an nevezadoù deuet dre ar yezhoù all — bezañ ul lec’h-dastum, -daveiñ hag -eskemm.

Uheloc’h hon eus gwelet ar splet o sevel diwar ar vezañs en ur yezh eus ur c’houblad termenoù kenster, unan anezho amprestet. Paot eo en alamaneg seurt koubladoù bet digensteriet a eil lank dre labour ar brederourion hag ar ouiziaded : Historie – Geschichte, Existen – Dasein, Moral – Sitte, Sittlichkeit – Sittenlehre, h.a. Etre an daou dermen e c’hoari ur wikefre kein-tal gant an diforc’h ma van ar ger-kein kevanek ouzh ar yezh-tal (e-lec’h bezañ dilaosket war un dro gant ar yezh-kein). Ar ger-kein kevanek-se a c’hoari ur roll prizius evit diforc’hekaat ar ger-tal, hemañ o kavout gantañ ul lec’h-daveiñ, -kevenebiñ, -dezrannañ, h.a. Setu perak, zoken en degouezhioù ma vezer mennet da arverañ an termen etrevroadel, ned eo ket poan gollet piaouañ ur gerluniad brezhonek da genster dezhañ. Ouzhpenn kinnig krog d’ur wikefre kein-tal kevanek araezus da zigensteriañ an daou dermen, e vez al lies doare da eztaoliñ ur c’heal bepred un aesaat d’an dezevout.