Fil sans réponse

Kentskrid da LAVAR 09


Auteur Message
le : 24. 04. 2007 [02:37]
Yann-Ber TILLENON
Yann-Ber TILLENON
Inscrit depuis: 26.12.2006
Interventions: 182
KENTSKRID



El levrenn-mañ e kaver 66 notenn. Dont a reont da heul an 363 fennad1 bet embannet abaoe 1966 dindan an talbenn LAVAR. Evel el levrennoù kent e tenn an termenoù studiet da zomanioù diseurt : Bevoniezh ha Mezekniezh, Arz ha Prederouriezh, Poelloniezh, Stlenneg, Dareulerezh, Fizik ha Kalvezerezhioù.

Goude tregont bloavezhiad labour tenn lakaet da weañ neudenn ha neudenn ur c’horf d’ar yezh, eo diraezet ar bazenn a strivemp daviti adal an derou. E-pad pell e redas ar brezhoneg war-lerc’h ar yezhoù all, hep damant estreget benañ ur gwiskamant well-wazh da gealioù amprestet. Hiziv, e-ser un imbourc’h hag un dezevout renet e brezhoneg, eo boulc’het da vat ar grouidigezh, n’eo ket hepken eus gerioù er yezh, met eus kealioù el lavar bed. E meur a lec’h e Lavar 09, hag ivez en embannadurioù all da zont er-maez hevlene, ez eskor meizadoù, e tiwan termenoù n’eus dezho evit c’hoazh kevatal ebet er yezhoù all.

Petra a dalvez bezañ diraezet hevelep pazenn ? Roomp kentoc’h d’ar goulenn furm an hini a glevomp endeo : an imbourc’h hag an dezevout a rit anv anezho, ha ne vijent ket bet renet kenkoulz dre ur yezh all ? Pa stagas Christian WOLFF (1679–1754) – a skrive e latin hag e galleg evel holl brederourion e amzer – da ziorren lavar an dezevout en alamaneg, e kavas hep mar en e yezh loazioù puilh. Hogen ma n’en dije ket korvoet al loazioù puilh-se ha krouet diwarno termenoù a viliadoù, ha graet en dije ar preder, n’eo ket ar preder alaman hepken met preder an denelezh, ar c’hammedoù bras a ouzer adalek an 18t kantved gant KANT, HEGEL, KIERKEGAARD an Danad, HUSSERL, HEIDEGGER ? Ha ken sperius eo tonket ar brezhoneg da vezañ ? An istor ne respont ket en a-raok. Klaoustreoù a laka d’ar muiañ.
Kement ha talañ ouzh atersoù, e venegin un arbennadenn a glevomp ivez : douget oa Christian WOLFF gant an tarzh broadelour a save neuze en Alamagn. Ha diorreadur ar brezhoneg en hon c’hantved ne ve ket ivez frouezh d’ar vroadelouriezh, zoken pa ouzer e voe gallek hogos atav al luskadoù broadel e Breizh ?

Ur rouedad zo hiziv a dud o teviñ evit Breizh, etrezo ur c’hengred galloudekoc’h eget nep kredenn all. O ger stur eo : “Difennomp hon hevelepted.” Hag o hevelepted a lec’hiont, ar re-mañ en ur vroad (n’eus ket anezhi), ar re-se en ur bobl (a garfent e oufe ez eo ur bobl), ar re-hont en ur yezh a gredont ez eo unan (a-fet yezh e kavont da lojañ o c’halon e-barzh dilerc’hioù a zo pe idiom an terminal speakers, pe ar valleeg, pe c’hoazh ar gwalarneg ma n’eo ket ar sadedeg). Stourmerion e arc’hont holl bezañ ; o stourm avat n’eo ket unan ouzh un enebour beziat, met stourm an emdouell ouzh ar beziadoù.

Nevez ’zo, ur studier eus Skol-veur Brest, o tremen un DEA war Roparz HEMON ha dodenn an hunvre, a skritelle “peurvroadelouriezh” mennadoù SADED hag ESB. E gwir, kaset hon eus an emdouell betek par ar follentez : pal ESB oa luskañ un dispac’h en dije lakaet da get ar beziadoù ha hep gortoz e stagjomp da seveniñ ar c’hoant chomet betek neuze e rezh an hunvre : bez’ e voe un derou framm kevredigezhel beziat, un derou yezh kevredigezhel ken beziat all. Seurt gwerc’heladennoù, hag int eginek, a spiras da derriñ an hunvre da vat. “The road of excess leads to palace of wisdom”, a skriv William BLAKE en e Proverbs of Hell. Pell e oamp aet diouzh ar poull tro hevelebour : mar komzemp a hevelepted e oa a hini mab den krouer – an nidiad – ha n’eo ket a hini ar Breton chouket en e damm bro evel en e votoù koad.

Anzav a ran n’eo ket peursklaer din perak, ur wech laosket hon framm stadel e poubellenn an istor e-mesk frammoù dispac’hel ar bloavezhioù c’hwegont, ez eo manet peg ennomp ha birvidik angerzh ar brezhoneg. Meur a zisplegadur hon eus arnodet. An hini a ran gantañ hiziv, goude arlakadennoù all, eo hemañ : al lavar eo, da gorf dezhañ ar yezhoù, a ra d’an den bezañ den – koumoul o stlejañ o skeud warnañ n’eus ken eus ar pobloù, ar broadoù, ar riezoù... Bezet pe vezet, emell hon buhez (en erv treset gant diorreerion ar brezhoneg, Gregor, Gonideg, Vallée, Hemon) eo treiñ un danvez yezh e yezh.

“Pa na ’m bez ket liv glas, e lakaan liv ruz”, eme Picasso ; ni, pa vank dimp ur ger, a sav unan diwar danvez ar yezh pe danvez ur yezh all pe diwar netra... Aet omp lark a spered hag a wered diouzh ar re poellet da virout ouzh ar brezhoneg a ziorren, da sonnañ furmoù o yezh evel ma sonnont harzoù o bro. Hon pal eo gwelout initial speakers o tiraez talbenn al lavar bed. Mar adkemeromp bomm brudet stourmerion ar yezh gwechall : “Ar brezhoneg a ya war-raok”, e klevomp drezañ : “Lavar mab den a ya war-raok.” Rak desket hon eus bezañ, n’eo ket Brezhoned, met denion.

Guy ÉTIENNE

1 En niver-mañ e kontan ar 17 testenn dastumet e LAVAR 01 & 02 hag an 346 notenn yezhouriezh a ya d’ober an niverennoù eus LAVAR 03 da LAVAR 08.

Kentskrid da LAVAR 09, pp. 7–9, Preder 1996