Fil sans réponse

YEZH HA PAZENN AR MELEZOUR


Auteur Message
le : 24. 04. 2007 [02:12]
Yann-Ber TILLENON
Yann-Ber TILLENON
Inscrit depuis: 26.12.2006
Interventions: 182
KIS – 297 YEZH HA PAZENN AR MELEZOUR
(GE da YBLN – 07 04 84)

Evel ha lavaren dit, e savan evel ma teu e teu notennoù a dalvezo moavat da aozañ ul levr sturyezhouriezh. Ar gevenebiezh furm-stumm, da skouer, a voe e-kreiz preder Vallée ha Roparz Hemon, ned eo ket tidek. A-geñver emañ gant devoudoù bloc’hel a anavezent-int ent embregel, a c’hellomp-ni marteze damkanañ.

Dedalvezañ a ran amañ an dizoloadenn gant Lacan eus pezh en deus anvet stade du miroir (sl. «Le stade du miroir comme formateur de la fonction du Je», in Écrits, pp. 93-100 ; Geriadur ar bredelfennerezh, ¶ 1254, p. 310). Er bazenn-se, gouez da Lacan, e vez ar maban o werc’hegañ e unded a-daol-trumm gant ur barr drevidigezh («l’assomption jubilatoire de son image spéculaire», id. ibid., p. 94) . Talvezout a ra ivez ar bazenn-se, ha se eo va lakadenn, evit eskoridigezh an oberenn arz : elfennoù keveldodet betek neuze, hag an arzour unan anezho, en em gav trumm kevandod en un unded digent. Lakadenn all : ur yezh a zeu yezh dre dremen dre ur meni pazenn ar melezour. A-gent e oa ganti unded – evel m’en devez ar maban ivez unded korfadurel, bevedel ; an unded kezivik-se avat zo un devoud goueled, diadreñv, drekleur, nad a da sol da embregadenn ebet eus ar vuhez ; e-keñver buhez e vez lies unded lec’hel, pep hini o ren darempredoù en he amgant strizh (al «luzadoù darnel»). Dre bazenn an drec’h ez eskor un dreistunded, un unded vloc’hel (evel un «unelezh-hollelezh» a raemp anv anezhi gwechall), un unded vuhezel a c’hougevano outi tamm-ha-tamm an undedoù bevedel kent. Hervez Lacan, delank an eskoridigezh e ve ar gantouezadenn gant ar maban eus e skeudenn er melezour pe eus skeudenn un amgen dirazañ hag an hevelebadenn outi. Arabat moarvat gwelout eno un urzh en arbennelezh ; pouezus, diziouerus e vez moarvat roll an oberennoù kent en eskoridigezh un oberenn arz, ne c’haller ket lavarout ez int an arbenn anezhi ; aze n’emañ ket an dalc’h evelkent evit an ampoent. Pezh a zo a bouez eo an dra-mañ : dre bazenn an drec’h e teraou un urzh darempredoù nad int ket mui lec’hel, rannvevedel, kantet en hinienn, hogen etre gouzrec’h hag amgen. Amplegad d’an darempredoù etregouzrec’hel eo pazenn an drec’h ; etregouzrec’hel, eleze ivez etre an hinienn ha hi he-unan ; pe c’hoazh : dont a ra an hinienn da vezañ ur gouzrec’h diwar ma c’hell en em gemer he-unan da amgen (adkavout a reer amañ frazenn vrudet Rimbaud ; «je est un autre»). Da lezel a ran ivez da brederiañ war ar gejadenn etre drec’h ha gouzrec’h nad eo ket moarvat ken dargouezhek-se.
Lakadenn, pe ac’hoel goulakadenn-labour, frouezhus eo intent an tremen eus bruzhunadur an teodyezhoù da yezh wirion evel a-dreuz d’ur bazenn a ’n drec’h. Un unded «korfadurel», istorel ha douaregorel – deskrivadurel – zo ivez da deskad teodyezhoù ar brezhonegva ; e-se, e teskriver diouzh an erdal undedoù lec’hel a c’hell an arseller bevennañ en egor diwar-bouez ar studi anezho diouzh an ental, eleze lakaomp dre an imbourc’h strukturel (pimpatrom ar studiennoù o vezañ labour Alf Sommerfelt : Le breton parlé à Saint-Pol-de-Léon, 1920). Pep teodyezh o vezañ gougevan strizh pe strishoc’h ouzh ar stuzegezh lec’hel, ez eo endeo un didroc’hadenn didek a reer o komz a «deodyezh», rak an unded werc’hel zo (lavaromp kentoc’h : oa) kevredadel, dezhi arvezioù lavarel hep-mui. Heñveldra, pa gomzer a unded a ’r brezhonegva emeur e savboent an arseller, ar yezhoniour, rak an unded-se, zoken anavezet gant an deodyezherion, n’he deveze gwerc’hegezh ebet war an teodyezhoù. Ne lakaan ket er-maez evel just al levezonoù o c’hoari e diabarzh ar brezhonegva : etrelevezonoù lavarel ha, dreist-holl, levezonoù kevredadel gant askouezhioù diwarno e par al lavar (leonekadur ar c’herneveg dre hantererezh ar relijion, gallekadur an holl deodyezhoù dre an arbennoù kevredadel ha politikel a anavezomp, h.a.). Unded devoudel eo unded ar brezhonegva, unded evit ar yezhoniour, unded-dilerc’h pa emañ he fennaenn en un tremened echu, – war ar poent-mañ e vo a-du an holl, zoken ar strukturelourion. Skoempoc’h ez ay an arguz pa vo anv a unded en deodyezh-mañ-teodyezh. Arbennet e ve ez arc’hwel evel ur gevanenn a zo er bremañ pennaenn he unded ; alese an troiennoù «unded vev», «brezhoneg bev», «parler réel». Klevout a reer ivez kel a «yezh naturel». Hag, e gwir, e tennfe an deodyezh he unded eus ur reizhiad savelennoù, ar re end-eeun a lak ar strukturelourion o aked da zigej, ha dre se hep mar e tere he dezrevellañ evel «unded naturel», «unded vevedel», «unded kevredadel» (bennozh da forc’hellegezh ar Gl. vivant, pa gomz kehelerion ar parlant eus «l’unité vivante d’un parler local», ez intentont evel «unded vuhez» pezh na oufe bezañ estreget un «unded veved» – n’emañ ket ar yezh koad gant ar gomunourion hepken !). Unded an deodyezh, unded dindan savelennoù, zo enta ivez evel hini ar maban kent pazenn an drec’h, un unded a zrekleur, nad a da sol da embregadenn ebet eus ar vuhez – houmañ termenet evel lamm dreist ar savelennoù.

Er mod daouel ez arc’hwel(e) darempred an teodyezher ouzh an diavaez eus e gelc’hiad kevredadel : pe disteurel e stuzegezh pe he diwall a-vloc’h ; hep plakañ betek re e kaver aze an ersavioù mabanel deskrivet gant Melanie Klein dindan ar geriennoù «ergerc’henn ‘vat’», «ergerc’henn ‘fall’» : pe e vez(e) an deodyezh ar mad dreist («Ar brezhoneg hag ar feiz zo breur ha c’hoar e Breizh !») hag ar galleg un dra argollus ha milliget ; pe a-c’hin, an nevezc’hallegerion n’o devez(e) ket goaperezh a-walc’h evit drailherezh plouz ar blouked. Evel just, hiziv n’eus ken nemet roudoù eus seurt emzalc’hioù ; n’eo ket dibouez o c’hounaat avat, ha pa ve evit meizañ difennerion ar brezhoneg. Soñj ’m eus, pa oan bugel, ar re a oa deuet da annezañ er gumun o tont eus ur gumun all (en degouezh-se edo kerent va mamm) a veze graet «des hors-venus» anezho ; kontañ a rae din va mamm, gallegerez a vihanik, e veze graet goap anezhi pa oa bugel gant gallaouegerion vihan eus Langaereg en abeg d’he «parlement de noble» ; al lu a rae Langaeregiz ivez eus pouez-mouezh ar barrez amezek... Met emaon aze o trailhañ eñvorennoù pa ’z anavezez koulz ha me seurt devoudoù. Pezh a fell din lakaat a-wel eo e ren war an deodyezh ar rizh darempred ouzh an diavaezour tra ma kaver a-geñver gant ar yezh ar rizh darempred ouzh an amgen. Displegañ a ran.

Evel ar maban deuet gouest goude pazenn an drec’h da hevelebiñ ar gouzrec’h ez eo ouzh ar gouzrec’hioù amgen, ez eo ar yezher gouest da gaout darempred ouzh ur yezh all (hag ouzh e hini) en ur mod nad eo ket mui ar mod daouel disteurel diwall. Eus Lagadeuc da KIS ez eus un hilad testoù hag oberiaded eus pazenn an drec’h. Petra eo ur geriadur (divyezhek, met ivez unyezhek) ma n’eo ket ur melezouradur, pep yezh o c’hoari roll an amgen e-keñver eben, pe en he c’heñver he-unan. Unan eus dedalvezadurioù seurt pleustr eus an drec’h eo al luniad yezh kein / yezh tal.

Nep nevezyezhañ zo frouezh un darempred ouzh an amgen hag ur melezouradur. Unded ar yezh evit ar sturyezhour ned eo ket unded ar yezh evit ar yezhoniour. Evit hemañ ez eo un unded ergorel, trael ; evit hennezh ez eo un unded drec’hel. Kemeromp ur skouer, da gevenebiñ an daou ziraez. Lakaomp e stader un «toull» er yezh, ezvezañs un termen da zec’heriañ ur c’heal, ar c’heal eztaolet e Gl. dre «conduite, comportement» mar fell dit. An hentenn diazezet war an damant d’an unded ergorel a bleustro war ar gudenn evel war ur gudenn lec’hel : lec’hel en douaregor da gentañ, dre c’houlenn : «Penaos e lavarfed er brezhoneg bev ?» hag hon brezhonegour d’en em hevelebiñ ouzh ur parlanter eus Pouldruzig pe eus Bulien ; lec’hel, da c’houde, e korf ar yezh, dre glask stankañ an toull hep direnkañ ar gwiadoù tro-dro, pe dre “astenn o nask” d’ar gerioù kozh, evel ma kuzulie din Klerg ober en ur arzaelañ labour SADED (en doare-se e kinnige Vallée buhezegezh, doare d’en em ren) ; un doare all da stankañ an toull hep sachañ re war ar gwiadoù tro dro eo kaougantañ un amprest bet distaolet da gentañ, lennekaat ur ger a selled evel trefoet (evel-se ez advevaas Hemon kundu, tra ma na gile ket aozerion all rak komportamant). Difennerion an unded ergorel, kempennerion ar yezh erouez ne ouzont nemet arlec’houiñ ha takonat gant ar vrasañ lentegezh, o toujañ gant krenijenn ha koustiañs fall a balforsiñ an natur. Anat e teu alese an diac’hinad a dangleuzie emzalc’h tud evel Vallée ha Roparz Hemon : diwar an ampoent m’o doa sellet ar yezh evel unded drec’hel (a se o doa graet oc’h erlec’hiañ ouzh korf bruzhunet an teodyezhoù un egor unvan ma piaoue pep ger ur frankiz amred klok), o doa graet al lamm dieltro ha troc’het krenn diouzh pep lec’helezh. Disteurel a rejont al lec’helezh douaregorel – ha n’eo ket hep poan, pa weler e kendalc’has Vallée da notañ ar stummoù rannyezhel en e c’heriadur – , hogen stag e vanjont ouzh lec’helezh hanezel ar yezh. (Skouerioù e-leizh a lec’helouriezh a c’hallfen rein. Lec’helouriezh douaregorel : Maodez Glanndour o tisteurel gwered nevez lakaet en arver gant SADED war zigarez ma kaver «war ul lodenn vras eus ar brezhonegva» ar stumm ‘gwered’ eus ar ger lennek bered ; lec’helouriezh hanezel : un nevezvrezhonegour eus Naoned oc’h arbenniñ ne oa ket eus ar ger degad a gave e skridoù SADED pa n’en kave en nep lec’h en istor ar yezh ; pe c’hoazh Christian Guyonvarc’h oc’h embann en e Dict. étym. Bret. anc., moyen et mod. 6. 416hh ez eo savet fall ar gerioù amdroc’h, amglopenn h. a. , p’ o deus ar brezhonegoù paouezet abaoe kantvedoù a reiñ ar ster «tro-dro» d’ar rakger am-. Roparz Hemon, hag eñ an hini kempoellañ eus e remziad, mar diazezas da vat pennaenn ar furmoù ha mar asante, ent damkanel, da adsevel pe ac’hoel da arnevesaat korf ar yezh, a roas betek ar fin an tevet d’an arlec’houiñ ha d’an takonat ; gwell e kave ober gant lenneg pe spereder eget degemer kefredour : an adsevel oa evitañ ur gefridi nemedennek da ren gant furnez ha da echuiñ ar buanañ gwellañ ; n’hon heulie ket pa dermenemp an adsevel se evel un ademframmañ bloc’hel ha peurzalc’hus ; yezhañ oa c’hoazh evitañ pleustriñ doujus ensavadur milvedel ur yezh ha n’eo ket kemer perzh en ur c’henderc’hañ ez eo ar c’henderc’hañ yezh un arvez anezhañ.)

En eneb, an hentenn diazezet war unded drec’hel ar yezh a ra eus pep kudenn ur gudenn gevanel. Emañ ar yezh er yezher evel e jestroù er bugel ur wech diraezet gantañ pazenn an drec’h. Diwar velezourañ e tesk hemañ jestroù tud e gelc’hiadur. Hogen diouzh ezhomm, diouzh c’hoant dreist-holl, ez ijino jestroù nevez. Da lod diles en e jestraoueg erouez ez ay ar jestroù digent-se e kement ma tisoc’hont eus un ademframmadur eus e jestraoueg dierouez. Heñveldra, diwar velezourañ en em furm ivez ar yezh dierouez ; un toull er yezh erouez a zevoud e dialusk ar yezh dierouez un tuadur d’an ademframmañ ha kaset da benn e vez hemañ dre un embreg er yezh erouez. Seurt embreg a c’hallo bezañ ur c’hempennadur izek, lec’hel, doujus kent pep tra da arstal ergorel ar yezh : talfaset e vo an toull, dre se graet un danavenn er yezh ha, dreist-holl, c’hwitet war an taol ademframmañ, war un degouezh da reiñ nerzh ha yaouankiz d’ar yezh. E gwir, pep taol ademframmañ zo un taol genel ha bemdez c’houlou emañ derou ar yezh – ar meiz ergorelour a ra anv a yezhoù «kozh». An nevezyezhañ (nevezc’heriañ ha nevezsteriañ) ned eo ket un devoud arlezat e buhez ar yezhoù met ar vammenn-greiz anezhi : marv eo ur yezh direet d’he unded ergorel. Er skouer dibabet uheloc’h, dec’heriañ e brezhoneg ar c’heal «comportement-Verhalten-behaviour», e c’hoarias ur melezouradur liesdrec’h : a) ur meni elfennerezh war glask da luniad ar c’heal e barzh dialusk al lavar dierouez (galleg, saozneg, h.a.) ; seurt «lavarelfennerezh» zo nesoc’h d’an direadur eidetek kentradet gant Husserl eget d’ar bredelfennerezh : hemañ a imbourc’h war dialusk unveziadel ur bred evel m’en em amparas dre e istor hiniennel ; en eneb, pep eidoz lavarel ned eo lavarel nemet e kement ma ’z eo boutin etre al lavarerion : ur ger nevez n’en devez chañs da vevañ nemet e kement ma ’z a tre e dialusk dierouez ar yezherion all ha ma kas da bennvat an tuadur d’an ademframmañ enaouet dres gant an diouer anezhañ ; b) ur wech molumet eidoz ar c’heal e kaoz, ur wech blivaet en e zierouez al luskoù a ya d’ober ul luniad, e tro ar sturyezhour ouzh ar yezh tal, ha dre zarnodiñ, e klask dec’heriañ ; dre ur monedone erouez dierouez e ren melezouradur etre al luniad dialuskek dizec’her ha barregezhioù ar yezh, ar re-mañ dec’havaelet dre o gwrizienn dierouez ; tamm ha tamm e strisha teskad ar c’hedrannoù kantaezet evel gallus hag e tifluk an termen disoc’h. Er skouer dibabet e tisoc’has an imbourc’h gant ersav. Kevazas e hañvalas bezañ, pa voe degemeret distroñs gant ar yezherion arnevez. Evit ur gwel, e tisklote diouzh unded ergorel ar gwalarneg, seul gent a se an teodyezhoù ; evel nevezc’her e oad aet evit e sevel d’ur rakger marv pell ’zo e brezhoneg ; evel nevezster, ne gaved ennañ hini ebet eus an elfennoù ster arveret da aozañ e gevatalioù er yezhoù all [sl. ivez ur skouer all a wikefre nevezc’heriañ war Ems. 126. 3-15].

Diwar an notennoù mañ taolet un tammig war ar prim, e tennan un nebeut
evezhiadennoù :
- Derou ur yezh a c’hoarvez dre ul lamm a ra anezhi un unded, al lamm-se o vezañ war un dro un troc’h etrezi hag an teodyezhoù ma eskor diouto hag enkreriadur un darempred ouzh amgen (e keñver ar yezhoù all hag en he c’heñver he unan). Diwar vont e verkan priziusted an termen amgen [sl. GBLF ¶ 137,444,465], pa vije re zispis all, arall ha kammsteriek estren (me oar e ra Fédida gant «Le site de l’étranger», L’écrit du temps 2.35-44 en hevelep degouezh a-zivout ar varzhoniezh) ; luziañ an traoù ne ve ken skrivañ he devez ar yezh un darempred ouzh estren e-keñver ar yezhoù estren hag en he c’heñver he-unan. Diwar vont c’hoazh : an troc’h diouzh an teodyezhoù ne vez ket graet ur wech da vat ; marteze ez eus un troc’h arvestekoc’h e derou hanezel ar yezh, an hini a reas tadoù ar yezh lennek ; kenderc’hel a ra koulskoude an troc’h da c’hoarvezout bewech ma vez kaset da benn un taol ademframmañ – ur skouer splann eo an troc’h a zo bet etre brezhoneg arnevez ha brezhoneg lennegel.

- An unded drec’hel, ar gwrizioù dierouez, ar genel dre velezouradur a lak da renkañ ar sturyezhañ, hag ivez pep yezhañ diles, e-touez an arzoù. Diouzh ur sell trabredoniezhel e c’haller lavarout emañ derou ar yezhañ hag an holl arzoù e pazenn ar melezour. N’ouzon ket ha Lacan a zifennas an dezenn-mañ – me zo pell a vezañ e beurlennet – met al leterc’hañ ha, dre vras, nep ledeztaoliñ zo ur gwered a velezourañ (e-se e chom al ledeztaoliñ, ha marteze nep barzhoniezh, hanter-hent).

Pa gomzemp a reolennoù, ne c’haller ket tremen evel just hep un nebeut anezho. Hogen deberzhek ha kendivizadek e chomont. Ne oa retvez ebet d’ar reizhiad –el / -ek diazezet gant Vallée. Ne oa retvez ebet kennebeut d’an Navet Simfonienn. Gwechall e raemp gant ur rummenn devoudoù hor boa skritellet «deberzh diziouerus»... Deverañ a ra ar reolennoù diouzh an taolioù nid ha n’eo ket an taolioù nid diouzh ar reolennoù, an arzourion, hag ar sturyezhourion a oar se. Ar yezhoniourion da ’m fardono, met diazezet eo reolennoù ar yezh war ar fealded kent kemplegañ d’ar savelennoù.

LAVAR 08 pp. 185-189, Preder, 1992