Fil sans réponse

AN HUNGAREG NEVEZ


Auteur Message
le : 24. 04. 2007 [02:16]
Yann-Ber TILLENON
Yann-Ber TILLENON
Inscrit depuis: 26.12.2006
Interventions: 182
AN HUNGAREG NEVEZ

« An nevezadurioù-se (krouiñ gerioù hag eeunaat ar yezh) a zo bet labour an dud desket, mui pe vui sikouret gant an holl. Youl hag urzh a zo bet ezhomm evit kas anezhañ da benn. Nevezourion ar finneg, evel Elias Lönnrot hag A. Ahlqvist, re an hungareg evel Dugonics, Bartzafalvi, Kazinczy, Kölcsey, Szemere, ar barzh bras Vörösmarty, ha, tostoc’h ouzhomp, re an estoneg strollet en dro da Aavik, o deus ranket ober brezel da azeulerion ar boazioù kozh, d’al leziregezh : klasket o deus ijinañ ur yezh skrivet nevez, dezhi kement perzh-mat a c’hell bezañ, ha gouest da zisplegañ en un doare resis ha talvoudus n’eo ket hepken ar menozioù broadel, met ivez holl venozioù ar bed.

Adreizhourion ar yezh o deus kavet, anat eo, tud da enebiñ outo. En Hungaria, dreist-holl, ez eus bet ur gwir vrezel diwar-benn ar yezh ha gant an ijinourion gerioù nevez eo aet an trec’h a-benn an diwezh. E Finnlandia, an emgann evit ar yezh vroadel a zo bet war un dro un emgann evit ar frankiz kevredigezhel ha broadel. En Estonia eo bet heñvel a-walc’h an traoù.

Etre 1790 ha 1848 ez eo bet Hungaria ur gwir dachenn-emgann etre an « ijinourien gerioù nevez » ha « paotred ar yezh evel m’emañ ». Deut eo ar vro da vezañ evel ul labouradeg-gerioù. Un nebeut skrivagnerion, kaset a-raok gant an tizh a oa warno, o deus goveliet miliadoù gerioù, chomet dizimplij an darn vrasañ anezho. Ken Paal Bugat, da skouer, en deus ijinet 40.000 ger evit lakaat an hungareg gouest da zisplegañ pep tra er skiantoù-natur.

Ha petra zo chomet eus an holl strivoù-se ?

Dezho eo dleour an hungareg eus an 12.000 ger o deus roet dezhañ un dremm nevez a-grenn. E-giz ma lavare ar barzh D. Kosztolanyi, ne c’hellfe ket mui un Hungarad, en deiz a hiziv, implijout e yezh c’henidik, ma vije tennet digantañ an holl c’herioù ijinet-se. Kementad ar seurt gerioù, en ur skrid pe en un diviz poellek bennak, a zo war-dro 30 pe 40 % ! Heñvel e vefe evit ar finneg a-vremañ. An darn vuiañ eus al levrioù embannet hiziv an deiz e Finnlandia a vije mac’hagnet-spontus ma vije tennet diouto ar gerioù ijinet abaoe derou an 19vet kantved. N’ eo ket ken anat c’hoazh levezon an nevezadurioù en estoneg, met peogwir hepken n’eus ket bet kroget pell zo gant al labour. War-dro 1910 ez eus bet staget da sevel gerioù nevez en estoneg. Ha daoust da se ez eus d’ar yezh ur stumm hag un doare nevez.
N’ eo ket en aner eta o deus labouret ar saverion-gerioù. »

A. SAUVAGEOT.
pennadig tennet eus levr an UNESCO « Implij ar
yezhoù nann-ofisiel en deskadurezh », 1953.
(brezhoneg gant P. D.)

AL LIAMM , niverenn 61, Meurzh – Ebrel 1957, pp. 33-34