Fil sans réponse

Alioù evit ur c’hounskrid war ar yezh arnevez.


Auteur Message
le : 24. 04. 2007 [02:20]
Yann-Ber TILLENON
Yann-Ber TILLENON
Inscrit depuis: 26.12.2006
Interventions: 182

KIS–276 – Alioù evit ur c’hounskrid war ar yezh arnevez.

(GE da GC – 31 07 83)

Evel lodenn gentañ e ve deut mat ur pennad berr war emdroadur ar yezhoù. Berr, a lavaran, rak un domani ec’hon ez eus aze. Kentoc’h eget klask reiñ un daolenn hollek, dibab un nebeut skouerioù. War ar poent-mañ e c’hallfe GP da skoazellañ. Dre-vras, an div dezenn enebek o ren e-touez ar re a gomz diwar-benn ar yezhoù zo :
a) Ar yezhoù zo lodek en natur; kreskiñ a reont evel bevedegoù ; ar savelennoù o reiñ dezho o neuz zo ken sakr hag ar re a ro e neuz da gorf mab-den. An dezenn-mañ, o levezoniñ ar yezhoniezh hag ar c’hedveno betek agentaou, a ve mat dezrannañ (marteze ne ve ket fur kas an dezrann e ’z kounskrid, met gwrizioù diseurt zo dezhi ; div a wel.an da nebeutañ : dodenn al lavar roet gant Doue d’an dud [ yezh al levrioù sakr en holl gravezioù evel just — met ivez mojennoù evel an hini a rede en hon 19t kantved : ar brezhoneg yezh Paradoz an Douar ] ; dodenn an natur sellet evel ar mad nemetañ, eus Rousseau d’an ekoloed) ; bezet pe vezet, an dezenn-se a ra bepred he reuz e Breizh dindan furmoù disheñvel : "yezh ar bobl" eo ar yezh diles nemeti, kevenebet ouzh ar "brezhoneg chimik", "yezh an intelektualed", h.a.; furm all : ar yezh komzet en ul lec’h hag en un amzer zo dezhi kempouezioù diabarzh kemplezh ha soutil na c’haller ket direnkañ : anavezet ’c’h eus aze albac’henn ar strukturelourion a venni divizout, ur wech savelet ganto struktur ar yezh, petra zo degemeradus ha petra nad eo ket (Per Denez, da skouer, o lezel a-gostez ar raganv-gour renadenn eeun dirak ar verb) ; ne venegan ket furmoù all, pa n’o deus ket gallet teurel troad e-touez Breizhiz dre un diouer a stlennadur pe a stuziadur, evel. houmañ : eztaol an diemouez eo ar yezh; peurziot e ve mennout he c’hemmañ dre sturiadoù emouez (ar poellata-se a gaver gant un aozer a gomz dres eus labour KIS en e levr Louis-Jean CALVET, Linguistique et colonialisme, Payot, 1974 ; al levr all ma tegas ar freudegezh war sikour e dezenn zo : Pour et contre Saussure, Petite bibliothèque Payot, 1975 — ennañ e ra gourmesk etre nerzhoù don ar bobl ha nerzhoù an diemouez : emañ dazont ar yezh er broleteriezh, gwir andon al lavar bev, a-enep ar renkadoù gwasker ma rank emsavlec’hiañ, dre natur o embregadur, ar sturyezhourion).

b) An dezenn all eo hini ar sturyezhañ. Ret eo merkañ ned eo ket houmañ displeget e-ser ur filozofiezh trouzus evel. eben, hogen en imbourc’hvaoù ma labour, gant bennozh ar Stad alies, sturyezhourion nesoc’h da galvezourion eget da zispac’herion (ur ouenn houmañ a hañval bezañ aet da get, ac’hoel e Kornog Europa). Setu da skouer un arroud eus Digoradur al levr Termes techniques français. Essai d’orientation de la terminologie, établi par le Comité d’étude des termes technique français, Hermann, Paris, 1972 :
Le dirigisme langagier. Peut-on diriger l’évolution de la langue dans un sens déterminé ?

Question irrecevable pour nombreux théoriciens de la langue qui assimilent à une sorte d’organisme autonome, évoluant selon des lois plus ou moins connues, mais dont l’effet est incoercible [...]. A la limite, ils voient dans toute intervention un acte contre nature. [...]
L’histoire des langues montre qu’une langue a toujours été plus ou moins dirigée par ceux qui s’en sont servis.

An eil lodenn a welfen da’z labour eo ur brastres eus istor ar brezhoneg evit a sell ar c’hemmoù er yezh. Berr ivez evel just, rak gant al lodenn gentañ ez afe d’ober an digoradur. Keñveriañ levezon al latin war ar predeneg hag an henvrezhoneg (Pennaod ha Fleuriot a rofe dit stlenn) ouzh levezon ar galleg war ar c’hrennvrezhoneg. Kevenebiñ linenn-diskar ar yezh adalek amzer an henvrezhoneg (petore kolloù e pe gantved) betek an terminal speakers a hiziv, ouzh ar strivoù da adsevel ar brezhoneg diwar derou an 19t kantved. En istor-se, menegiñ an embregadoù sturyezhañ a voe : da vare an henvrezhoneg, ez eo anat al labour renet gant kefredourion evit kevraokaat ar yezh (L. Lemoine en deus studiet kement-se en.e dezenn) : a) dre amprestan gerioù latin, b) dre luniañ gerioù diwar batrom ar geriou latin, c) dre eztaoliñ meizadoù nevez hep heuliañ ar patrom latin. GP a lavarfe dit ha sturyezhañ zo bet e grez ar c’hrennvrezhoneg ; mar solian war J.R.F. PIETTE, French Loanwords in Middle Breton, Cardiff, 1973, eo va santimant e voe graet amprestoù hepmuiken.

An trede lodenn e ve istor ar sturyezhañ abaoe Ar Gonideg. Evit pep prantad, dezrevell : a) ezhommoù ar re a sturyezhe, b) ar c’hudennoù a savjont, c) ar palioù a dizhjont da vat. Anat eo ne oa ket heñvel ezhommoù ur skrivagner o vevañ a-du-rall e galleg hag ezhommoù un emsaver mennet da beurvrezhonekaat e vuhez ha buhez ar gevredigezh ; ne oa ket heñvel kudennoù Gonideg ouzh hon re ; ar palioù diraezet gant Gwalarn n’hor boa mui evidomp-ni da ziraez (dec’h dres, GP, a oa er ger, goude bountañ e fri e-barzh skridoù savet gantañ pa raemp c’hoazh gant ar gwalarneg, a voe spontet o verzhout ar berr e oa hon araezioù neuze).

Ar pevare lodenn a ve un deskrivadur donoc’h eus ar sturyezhañ a vremañ. Aze e ve degaset a-fonn arroudoù tennet eus skridoù KIS hag e izili. Na glask ober un dezrann marteze – risklus e vez bepred dezrannañ un embregadenn keit ma n’eo ket aet d’he fal. Hogen, merkañ an durc’hadurioù diwar-bouez an arroudoù meneget a dalvez alies gwell eget un dezrann er c’hentañ gour.